Enezenn ar mirdioù
Neuz
Enezenn ar mirdioù (alamaneg : Museumsinsel) e Berlin, a zo hanter (tu norzh) enezenn Spreeinsel, war ar stêr Spree (an hanter all, er su, a zo anvet Fischerinsel, enezenn ar pesketour). E karter Mitte emañ. Krouet eo bet e 1841, pa fellas d’ar roue Friedrich Wilhelm IV Prusia lakaat al lodenn-se eus an enezenn da vezañ gouestlet d’an arzoù ha d’ar skiantoù. Un diazezadur foran (en alamaneg : Stiftung Preußischer Kulturbesitz) e teuas da vezañ goude 1918. E-touez ar mirdioù a gaver enni emañ ar re da heul :
- Mirdi Bode (digoret e 1904)
- Alte Nationalgalerie (savet e 1876)
- Mirdi Pergamon (1930)
- Altes Museum (savet e 1830)
- Neues Museum (savet e 1859)
- Berliner Dom
Abaoe 1999 emañ an enezenn war roll glad ar bed (UNESCO).
-
porzh egiptian en Neues Museum
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn ofisiel (de)
- Museum Island — Gwel meur (360°) etregwezhiat e-pad Gouel ar gouleier
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |