Antilopenn-vusk
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Antilopinae | ||
Genad : | Neotragus | ||
Anv skiantel | |||
Neotragus moschatus Von Dueben, 1846 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An antilopenn-vusk, pe suni, (Neotragus moschatus pe Nesotragus moschatus) a zo un antilopenn vihan hag a vev e reter ha su Afrika (Kenya, Tanzania, Malawi, Zimbabwe, Mozambik ha Suafrika).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra hec'h anv eus ar c'hwezh kreñv a zo gant un dourenn ezveret gant ar gwagrennoù dirak poulloù e zaoulagad.
War-dro 5 kg eo he fouez. Brizhellek eo he c'hein gell-ruz pe gris. Gwenn eo he c'hof, he gouzoug ha tro-dro d'he daoulagad. Ur vandenn zu zo a-us he c'harnioù.
Kerniel zo gant ar par hepken.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar par a verk e diriad (war-dro 3 ha) gant an dourenn musk-heñvel. Gouennañ a ra gant ur barez pe meur a hini (betek peder) etre miz Du ha miz Meurzh.
An dougen a bad 6 miz hag ur menn nemetañ a vez ganet. Teñvaloc'h eo ar suni yaouank eget al loened gour ha dre-se e c'hell kuzhat aezetoc'h en natur.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aonik eo an antilopenn-vusk hag oberiant dreist-holl diouzh an noz. Chom a ra er goudor diouzh an deiz.