Mont d’an endalc’had

Raganv kenemober

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Er yezhoniezh e vez graet an diforc'h etre an emober diouzh un tu raganv pa reer dave d'ur ger-kent (saoz. antecedent) hag ar raganvioù kenemober(saoz. reciprocal pronoun) pa eer dave d'un ober kaset da-benn en un doare kemm-ouzh-kemm etre an eil re hag ar re all ma teu da vezañ kevatal ar c'hraerion (pe renerion hag ar c'hoazañverion (pe renadennoù.

Hervez reolennoù kevreadurezhel ar brezhoneg e reer an diforc'h etre raganvioù kenemober diouzh un tu ha raganvioù emober hag ivez etreze o-daou hag an tu gouzañv.

E yezhoù all avat ne reer ket un diforc'h ken splann atav, da skouer:

Galleg:
Emober
Les cochons se voient (dans la glace)
("En em welet a ra ar moc'h (er melezour))"
Kenemober
Les cochons se voient (quenad on les rassemble)
("En em welet a ra ar moc'h an eil hag egile (pa vezont kentrollet))"
Tu gouzañv
Les cochons se voient (souvent par ici)
("Gwelet a reer/e vez moc'h (dre amañ alies)")

Gwelit ivez