Mont d’an endalc’had

Lienenn-gourzh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Al lienenn-gourzh, pe himen (diwar ar ger henc'hresianek ὑμήν / humến, « kroc'henenn »), zo ur groc'henenn a zo etre gouhin ar merc'hed hag o c'hourzh hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ. Anezhi eo e komzer pa gomzer eus gwerc'hded ar merc'hed.

N'eo ket ouzh parezed gouenn an dud e kaver anezhi hepken. Ouzh parezed un nebeud gouennoù all ivez: olifanted, razhed, lamaed, chimpanzeed.

Stummoù

Ne ya ket betek peurstankañ ar gouhin peurvuiañ, ha meur a stumm a c'hell bezañ dezhi: gallout a ra bezañ

  • gwalennheñvel
  • loarheñvel

Drailh

Da goulz an embarañ kentañ e vez drailhet peurvuiañ, ha gwadañ a ra un tammig. kleizenniñ a ra an tammoù drailhet . Gallout a ra bezañ kaledik ha mirout ouzh an embarañ.

Drailhet e vez al lienenn-gourzh pa deu ar c'halc'h er gouhin peurvuiañ. En abeg da se e vez sellet outi evel merk ar werc'hded er sevenadurioù a ro un dalvoudegezh vras da c'hlanded ar merc'hed a-raok an dimeziñ.

Koulskoude e vez drailhet ar groc'henenn-se alies hep embarañ, e-pad ar bugaleaj, mann nemet gant ar marc'hegañ, pe mont war varc'h-houarn. A-wechoù ivez pa vez lakaet lienoù-stouv da vare ar mizioù.

Merc'hed zo a c'hall embarañ hep drailhañ o himen; darn n'o devez ket; darn a rank mont da welout ur medisin ma vez peurstanket o gouhin gant al lienenn-gourzh, pe ma vez re galet ar groc'henenn hag e ra re a boan an embarañ peogwir ne zrailh ket.

Abalamour da se n'haller ket diazezañ gwerc'hded ur plac'h war bezañ al lienenn-gourzh, evel ma veze graet gwechall en hon bro. Ouzhpenn-se e c'haller adsevel anezhi aes a-walc'h diouzh ezhomm: pa vez ret lakaat da grediñ er werc'hded, evel e broioù zo. N'eo ket graet an oberatadenn-se evit ar re baour avat.

Arouez ar werc'hded

Arouez ar werc'hded eo bet al lienenn-gourzh, hag ez eo c'hoazh e broioù zo. Da desteniañ gwerc'hded ur plac'h nevez e veze diskouezet d'an holl gwad liñsel ar gwele eured e broioù zo.

Da brouiñ gwerc'hded, pe gwallidigezh, e veze ensellet kourzh ar merc'hed, evel a c'hoarvezas e prosez gwaller Artemisia Gentileschi.

Liammoù diavaez

Tresadenn eus al lienenn-gourzh