Kariotip
Neuz
Ar c'hariotip eo hollad ar c'hromozomoù e kelligoù ur bevedeg. Gant an termen kariotip e raer anv ivez eus skeudenn hollad kromozomoù ur gellig, urzhiet en un doare standart.
E kelligoù somatek an den ez eus 23 c'houblad kromozomoù, da lâret eo 46 kromozom. Niverennet int eus 1 betek 22 mui ar c'hromozomoù seksel (XX evit ar merc'hed, XY evit ar baotred).
E kelligoù seksel an den ez eus ur skouerenn hepken eus pep kromozom, da lâret eo 23 c'hromozom.
Implij
Dielfennet e vez ur c'hariotip evit meur a abeg, da skouer :
- Kavout un distummadur a c'hellfe bezañ kaoz eus ur c'hleñved
- Studiañ dibarderioù ur gellig
- Studiañ an darempredoù taksonomel etre daou spesad