Mont d’an endalc’had

C'hwec'hvet brezel Italia

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
C'hwec'hvet brezel Italia

Ditouroù hollek
Mare 1521-1525
Lec'hioù Italia, Bro-C'hall, Spagn
Disoc'h Trec'h an Tiegezh Habsburg
Emgannerien
Bro-C'hall Impalaeriezh santel
Navarra Spagn
Republik Venezia Bro-Saoz
Stadoù ar Pab
Gourc'hemennerezh

C'hwec'hvet brezel Italia, anvet ivez ar Brezel pevar bloaz a-wechoù, a c'hoarvezas adalek 1521 betek 1526 etre rouantelezh Bro-C'hall hag he harperien, Herri II Navarra (breur-kaer ar roue gall) ha Republik Venezia en un tu, hag an impalaer Karl V hag e harperien, ar roue saoz, Herri VIII, ha Stadoù ar Pab en tu all. Guillaume Gouffier de Bonnivet (~1488-1525) a oa penn meur an arme c'hall.

Istor

Pa voe dilennet Karl V e penn an Impalaeriezh santel roman german en em gavas gronnet Bro-C'hall gant broioù hag a oa e dalc'h an Tiegezh Habsbourg : Spagn, an Impalaeriezh santel, an Izelvroioù ha Rouantelezh Naplez. Estroc'h evit en Italia e voe brezel neuze, hogen en Italia bepred dreist-holl.

Klask a reas ar C'hallaoued adkemer Rouantelezh Naplez. D'an 29 a viz Ebrel 1522 avat e voent faezhet en emgann Bicocca e-tal Milano, ma rankjont kuitaat ar vro. Francesco Maria Sforza a voe roet dezhañ kurunenn an duged gant an Impalaer.

En miz Gwengolo 1523 en em savas Charlez III Bourbon, konestabl ha kentañ ofiser rouantelezh Bro-C'hall, ha mont a reas da servij an Impalaer Habsburg. E kreisteiz ar rouantelezh e talc'has Odet de Foix, marichal de Lautrec, ken e rankas an arme spagnol paouez gant seziz kêr Baiona.

E 1524 e rankas an armeoù gall kuitaat Lombardia ha leuskel o c'hanolioù war o lerc'h zoken, e-pad o c'hiladeg. Lazhet e voe Pierre Terrail, anavezet evel ar marc'heg Bayard, pimpatrom an harozed c'hall, d'an 30 a viz Ebrel 1524, o tifenn ar giladeg.

E miz Gouhere 1524 e lammas an armeoù spagnol, renet gant Charlez III Bourbon, war Provañs. Tro wenn a rejont dirak Marselha avat, ha mont a reas ar C'hallaoued da vrezeliñ adarre en tu all d'an Alpoù e miz Here. Adkemeret e voe Milano d'ar 26 a viz Here ha mont a reas ar Spagnoled da repuiñ da Lodi ha Pavia. E-pad tri miz e voe lakaet seziz war Bavia gant ar C'hallaoued, met dont a reas un arme impalaerel da reiñ dorn d'ar Spagnoled, dindan ar jeneral Georg von Frundsberg, e miz C'hwevrer 1525.

En emgann Pavia e voe faezhet ar C'hallaoued ha prizoniet o roue Frañsez I gant an arme impalaerel renet gant Charlez III Bourbon. Kaset e voe ar roue da Spagn, ma rankas chom bloaz prizoniet a-raok lakaat e vibien da zont en e lec'h. Da Spagn ivez e voe kaset ar roue Herri II Navarra, met hennezh a deuas a-benn da dec'hel, un taol-kaer a voe brudet-bras en amzer-se, hag a roas tu dezhañ da zimeziñ da c'hoar ar roue gall.