Mont d’an endalc’had

Bann Pondi

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Bann Pondi a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1].

Nav c'hanton a oa enni : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Mêlrant, Neulieg, Noal-Pondi, Pluniav ha Pondi.

Lez-varn ar bann

Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat : graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant er bann[2].

Dilamet ar bannoù

Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[3].

Notennoù

  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20.
  2. Jean-Louis Debauve, op; cit., pajenn 45.
  3. Jean-Louis Debauve, op; cit., pajenn 187.