Mont d’an endalc’had

Apostazia

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

An apostazia (diwar an henc'hresianeg απο: "er-maez " ha στασις: "en em lakaat") a dalvez kement ha nac'hañ ur relijion bennaket gant unan a oa bet ezel eus ar relijion-se.

Hervez an Iliz katolik e talvez da apostazia nac'h kaout feiz e Jezuz evit unan bennaket bet badezet. Rak pa vez badezet ur bugel e teu hennezh da vezañ war-eeun ezel eus an Iliz Katolik daoust dezhañ chom hep kompren tezennoù an Iliz ha daoust dezhañ chom hep gallout dibab bezañ badezet pe get. Sañset, hervez lezennoù an Iliz, e c'hell n'eus forzh piv a oa bet badezet apostazañ pa vez tizhet gantañ 18 vloaz mar fell dezhañ.

Strolladoù zo, evel dreist-holl al luskadoù evit difenn gwirioù an heñvelreizhourion pe c'hoazh ar re a sav a-du gant al laikelezh, a implij an apostazia evit stourm evit gwir pep hini da choaz ar pezh a fell dezhañ krediñ hag an doareoù da vevañ er gevredigezh.

A-wechoù e vez implijet an apostazia ivez pa vez cheñchet relijion gant unan bennaket evit diskwel ne gred ket ken enni met kentoc'h er relijion nevez-dibabet gantañ.

Gwechall hag hiziv c'hoazh a-wechoù hervez ar relijionoù hag al lec'hioù ez eo an apostazia un doare pec'hed a c'hell bezañ kastizet gant ar marv.