22 Gwengolo
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1485 : krouidigezh Parlamant Breizh gant Frañsez II, dug Breizh.
- 1792 : kentañ devezh ar C'hentañ Republik c'hall, ha kentañ devezh an deiziadur republikan gall (primidi Vendémiaire ar bloaz I).
- 1888 : niverenn gentañ an National Geographic Magazine zo embannet.
- 1894 : Kengor Luskad al labourerien ha krouidigezh Kuzul broadel al labourerien e Naoned.
- 1934 : tarzhadenn ha tan e mengleuz glaou Gresffordd e biz Kembre : 266 a vicherourien zo lazhet.
- 1960 : dizalc'hiezh Mali.
- 1980 : deroù ar brezel etre Iran hag Irak.
- 1980 : sevel a reer ar sindikad Solidarność e Polonia.
- 2000 : David Douillet, judoka gall, kampion olimpek e Sydney (Aostralia).
- 2007 : Kolier an Erminig roet da Job an Irien, Rhisiart Hincks, Frañsez ar C'hemener ha Martial Pezenneg, e Sant-Brieg.
- 2010 : gant Parlamant Katalonia eo aprouet al lezenn a ra eus an okitaneg ur yezh kenofisiel e Katalonia hag ar yezh voas e Traoñienn Aran.
Ganedigezhioù
- 1741 : Peter Simon Pallas, loenoniour ha louzawour alaman.
- 1791 : Michael Faraday, fizikour saoz.
- 1902 : Christian Stengel, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 1953 : Ségolène Royal, politikourez c'hall.
- 1958 : Andrea Bocelli, kaner italian.
- 1976 : Ronaldo, melldroader etrebroadel brazilian.
Marvioù
- 1890 : Auguste Mayer, livour breizhat.
- 1457 : Per II, dug Breizh (1450-1457).
- 1872 : Vladimir Dal, geriadurour rusianek.
- 1914 : Alain-Fournier, skrivagner gall, oberour Le Grand Meaulnes.
- 1921 : Aogust-Mari Dubourg, kardinal gall, arc'heskob Dol, Roazhon ha Sant-Maloù.
- 1932 : Outram Bangs, loenoniour stadunanat.
- 1956 : Frederick Soddy, skingimiour saoz, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1921.
- 1978 : Jean Guéhenno, kazetenner ha skrivagner gall.
- 1994 : Edward Shackleton, beajour saoz.
- 2006 : Loís Combas, beleg, skrivagner ha geriadurour okitanek.
- 2009 : Romanas Arlauskas, mestrc'hoarier echedoù lituanian.
Lidoù
- Sant kristen an deiz : Sant Emeran
- Iliz katolik roman
- Sant Maoris, merzher suis († 305)
- Sant Kado, abad ha merzher kembreat († 6vet kantved)
- Sant Urvan, penitiour
- Deiz an dizalc'hiezh e Bulgaria
- Deiz an dizalc'hiezh e Mali