Mont d’an endalc’had

Pistolenn

Eus Wikipedia

Ur bistolenn a zo un arm-tan dorn hiniennel a vez atav linennet e gambr gant e ganol (evit se eo disheñvel diouzh ur revolver). Orinoù ar bistolenn a zo er XVIvet kantved, pa voe produet ar c'hentañ armoù-dorn en Europa. Pistolenn a zo deveret a-ziwar ar ger gallek pistolet (e-tro 1550). Ar pistolennoù impliijetañ hiziv-an-deiz eo ar re damaotomatek dezhe ur c'hanol hepken.

Pezhioù ur bistolenn svedat M1907 : 1. Beg ar c'hanol - 2. Riklerez - 3. Kanol - 4. Kalonenn ar c'hanol - 5. Kulasenn - 6. Skoer - 7. Morzhol - 8. Pluenn - 9. Gwinterell ar morzhol - 10. Ibil ar winterell-daspunerez - 11. Gwinterell-daspunerez - 12. Draen - 13. Gwinterell ar c'harger

Pistolennoù brudet

Gwelet ivez

Kanol-dorn Stangenbüchsen Alamagn e-tro 1475

Levrlennadur

  • (br) Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan