Mont d’an endalc’had

Ingelger

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 C'hwe 2022 da 08:18 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Ingelger a oa ur beskont frank, perc'henn war-dro Orleañs hag Anje war-dro diwezh an IXvet kantved.

Anavet eo e anv dre ur garta eus 929 hag a ra meneg anezhañ evel tad Foulk Iañ, pe Foulk ar Rouz, kont Anje. Ger ebet anezhañ ouzhpenn e kronikoù an amzer. Pezh a ouzer diwar e benn a deu eus ar Gesta Consulum Andegavorum, un istor eus konted Anjev, savet en XIIvet kantved, da lavarout eo 300 vloaz war-lerc'h e amzer. Gouzout a reer e oa bet skrivet "la Chronique des exploits des Comtes d'Anjou" eus 1100 da 1140 gant ur manac'h anjevat war c'houlenn Foulk IV, lesanvet Foulk Rekin.

Mab e vije bet da un den anvet Tertullus (pe Torquatus), ha d'ur Pétronille hag a oa kar da Huon an Abad, mab da Gonrad, ha keneil e oa da Roperzh ar C'hreñv. Pa voe marvet Roperzh, lazhet en un emgann ouzh ar Vikinged, e vije bet roet douaroù dezhañ en-dro da Orleañs. Neuze e vije bet karget gant ar roue gall Loeiz II ar Gag da aozañ difenn kêr Teurgn, ha roet dezhañ un darn eus Anjev da c'houde.

Dimezet e vije da Aelendis, merc'h d'ur c'hont Foulk, ha nizez, a-berzh he mamm, da Regino, eskob Anje, ha da Adalard, eskob Teurgn.

Ur mab en doe, Foulk Iañ, pe Foulk ar Rouz, († 942), kentañ kont Anjev.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]