Pistolet automatique modèle 1935A : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
{{Infobox/Titl|PA 35A|696969|talbenn defaut|FFF}} |
{{Infobox/Titl|PA 35A|696969|talbenn defaut|FFF}} |
||
|- |
|- |
||
| colspan="2" style="text-align:center; line-height: 1.5em;" |[[Restr:Pistolet SACM model 1935A-ILLU mod RIGHTLEFT noBG.jpg|liamm=Restr:Pistolet SACM model 1935A-ILLU mod RIGHTLEFT noBG.jpg|alt=Skeudenn ar pennad |
| colspan="2" style="text-align:center; line-height: 1.5em;" |[[Restr:Pistolet SACM model 1935A-ILLU mod RIGHTLEFT noBG.jpg|liamm=Restr:Pistolet SACM model 1935A-ILLU mod RIGHTLEFT noBG.jpg|alt=Skeudenn ar pennad |frameless|280x280px]]<br>Ur bistolenn '''PA 35A''' |
||
|- |
|- |
||
! colspan="2" style="padding:4px; text-align:center; background-color:#696969; color:#FFF" |Kinnig |
! colspan="2" style="padding:4px; text-align:center; background-color:#696969; color:#FFF" |Kinnig |
||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
! scope="row" |Bro |
! scope="row" |Bro |
||
|{{Frañs}} |
|{{Frañs}} |
||
|- |
|||
! scope="row" |Doare |
|||
⚫ | |||
|- |
|- |
||
! scope="row" |Mont en-dro |
! scope="row" |Mont en-dro |
||
|[[Arm-tennata|Tennata]] dre argil berr ar c'hanol |
|||
⚫ | |||
|- |
|- |
||
! scope="row" |[[Munision|Munisionoù]] |
! scope="row" |[[Munision|Munisionoù]] |
||
Linenn 67: | Linenn 70: | ||
<references /> |
<references /> |
||
{{Porched:Armoù-tan}} |
{{Porched:Armoù-tan}} |
||
[[Rummad:Armoù-tan]] |
|||
[[Rummad:Pistolennoù]] |
[[Rummad:Pistolennoù]] |
||
[[Rummad:Armoù Bro-C'hall]] |
[[Rummad:Armoù Bro-C'hall]] |
Stumm eus an 25 Her 2024 da 04:43
PA 35A | |
---|---|
Ur bistolenn PA 35A | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
Mont en-dro | Tennata dre argil berr ar c'hanol |
Munisionoù | 7,65 × 20 mm Long |
Produer | SACM (uzin Cholet) |
Mare produiñ | 1937 - 1950 |
Niver produet | War-dro 85.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,730 kg |
Hirder | 197 mm |
Hirder ar c'hanol | 109 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar PA 35A (PA evit Pistolet Automatique, Pistolenn Aotomatek), anvet Pistolet automatique modèle 1935A en ur mod ofisiel, zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet gant ar Suis Charles Petter, ha produet gant ar SACM[1] etre 1935 ha 1950 evit arme Bro-C'hall dreist-holl[2]. Servijout a reas war an dachenn etre fin ar bloavezhioù 1930 ha 1950.
Istor
E-pad ar Brezel-bed Kentañ o doa diskouezet ar pistolennoù damaotomatek evel ar Colt M1911 stadunanat hag al Luger P08 alaman bezañ talvoudus war an dachenn-emgann. Goude ar brezel e tivizas Frañs cheñch e revolverioù standart Modèle 1892 evit un arm-dorn damaotomatek nevez. E deroù ar bloavezhioù 1920 e voe dibabet da gentañ ar c'hartouchennoù 9 × 19 mm Parabellum evit o fourveziañ, abalamour e oa bet tapet kalz stokoù anezhe digant an Alamaned goude harz-brezel 1918. E 1922 e voe esaet un nebeud armoù kambret e 9 mm, met ne voe kemeret diviz ebet war un arm standart nevez.
Dont a reas ar Stadunaniz a-benn da werzhañ stokoù dreist munisionoù 7,65 × 20 mm Long d'an arme c'hall, a choazas anezhañ evel he c'hartouchenn standart nevez e kreiz ar bloavezhioù 1920. E 1935, ne oa ket bet choazet arm-dorn nevez ebet gant an arme c'hall c'hoazh. Amprouennoù nevez a voe kaset. Daou bimpatrom pistolennoù a voe choazet : unan savet gant ar SACM (PA 35A) hag unan all ijinet gant ar MAS e Saint-Étienne (ar PA 35S)[2]. Dibab daou arm war an dro a oa ur mod da adtapout dale Frañs war dachenn an armoù-dorn damaotomatek o klask produiñ muioc'h anezhe.
85.000 skouerenn eus ar PA 35A a voe produet etre 1937 ha 1950 e uzin SACM Cholet. En o zouez, 10.000 hepken a oa bet savet a-raok harz-brezel miz Even 1940. 23.850 a voe produet etre miz Here 1940 ha miz Ebrel 1944 evit ar Wehrmacht, a implijas anezhe dindan an anv Pistole 625(f). Ar peurrest a voe produet etre 1945 ha 1950, daoust d'ar bistolenn bezañ diamzeriet ha re wan he munisionoù e-keñver ar re broduet gant ar broioù all en Europa ha Norzhamerika er memes koulz[2]. Implijet e voe ar PA 35A da vare Brezel Indez-Sina[1]. Ar MAC 50 a gemeras plas ar PA 35A ha PA 35S en arme c'hall adalek 1950.
Ar SIG P210 zo bet savet diwar brevedoù ar PA 35A.
Levrlennadur
- (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Les armes réglementaires françaises en 7,65 Long - PA 1935 A & S, PM 1938, Crépin-Leblond, 2021, 208 p., ISBN 9782703004646
Liammoù diavaez
- (fr) Deskrivadur ar PA 35A gant fotoioù war Arme et Passion