Mont d’an endalc’had

Biz (roud-avel)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
An avel viz (merket B) amañ

Ar biz a zo unan eus ar roudoù-avel a gaver war un nadoz-vor. Etre an Norzh hag ar Reter emañ. Treset e vez 16 roud-avel war Rod an avelioù :

  • Ar pevar (penn) avel : Norzh, Reter, Su, Kornôg.
  • Ar pevar avel a-dreuz : Biz, Gevred, Mervent, Gwalarn.
  • An avelioù etre ar re all : biz-norzh (pe biz-sterenn), reter-gevred (pe reter-c'hevred), su-gevred, su-mervent (pe su-vervent), mervent-kornaoueg (pe mervent-kornôg), gwalarn-gornaoueg (pe gwalarn-gornôg), gwalarn-sterenn.