glin
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (glin).
- Da geñveriañ gant ar gerioù glin en kembraeg, glyn en kerneveureg, glúin en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
glin /ˈɡlĩːn/ gourel (daouder daoulin, liester glinoù)
- (Korfadurezh) Lodenn a-raok ar genvell a stag ar c'har ouzh ar vorzhed
- [...], rak lec'hid a zo c'hoazh peget ouzh e heuzoù ha war e c'hlin, [...]. — (Jarl Priel, An dakenn dour, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 59.)
- Edo o plegañ ur glin evit ar bedenn, pa welas e oa penndaoulinet Lan Ofret en e gichen. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 91.)
- Gant ur c'hemmadur fazius:
- Gwiskamant Gwened a oa gante, ur chupenn kroc'hen dañvad, ar bragez berlaj du stardet war ar c'hlin hag ar gamachoù lêr. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 75.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- Ar pennad « glin » e-barzh Wikipedia
Kembraeg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
glin /ɡliːn/ gourel, liester gliniau
- (Korfadurezh) Glin.