Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXIX
FILLOREZ ANN AOTROU GWESKLEN.
(Ies Treger.)
I.
Ann heol a bar, ann deiz a darz,
Gliz a luc’h war spern-gwenn ar c’harz ;
Garz huel Traongof ar ger vraz,
Elec’h zo Saozon o ren c’hoaz.
Gliz a luc’h war vleun ar spernen ;
Ann heol, pa wel, a guz he benn.
Gliz ann nenv n’ed eo ked, a-vad :
N’ed eo ken nemet gliz ar goad ;
Goad glan skuillet gand Rogerson,
Gwasan mab saoz a zo enn traon.
II.
— Mac’haridik, va merc’hik koant,
C’hui zo buhan, ha c’houi zo drant,
C’hui zavo warc’hoaz beure-mad,
Da gas lez d’ann dud zo’ varat.
— Va mammik mad, ma am c’haret,
D’ar varadek n’am c’haset ket,
N’am c’haset ked d’ar varadek :
C’hui lakai ann dud da zroug-preek.