Barzhaz Breizh/1846/Bran
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bran.
Marc’hek Bran a zo bet tizet ;
Hag e kad Kerloan e ma bet.
E kad Kerloan, etal ar mor,
Oe tizet mab bihan Bran-Vor.
Daoust d’hor gonid oe kemeret,
Ha glaz-aleured oe kaset.
Ha glaz-aleuret pa zeuaz,
E-barz eunn tour, hen a welaz :
— Va c’herent a drid hag a iou,
Ha me war va gwele : ah ! iou !
Me garfe kaout eur c’hannader
A zougfe d’am mamm eul lizer. —
Ar c’hannader pa oe kavet,
Ar marc’heg en deuz kemennet :
— Eur gwisk all, va den, a wiski,
Gwisk eur c’hlaskour boed azevri ;
Va bizou ’gemeri ivez ;
Va bizou aour, enn arouez ;
Ha d’am bro dal’ ma tigouezi,
D’am mamm itron he ziskouezi.
Ha mar deu va mamm d’am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn ;
Ha, sioaz d’in, ma na zeu-hi ;
Va faotr, e du ec’h arouezi. —
Pa zigouezaz e bro Leon,
E oa o koania ann itron,
E oa gand he zud, diouc’h ann daol ;
Ann delenourien enn ho roll.
— Nozvad d’e-hoc’h, itron ann ti-man :
Setu bizou aour ho map Bran,
He vizou kouls hag eul lizer :
Bed eo he lenn, he lenn e-berr. —
— Tavit, telenourien ho son ;
Glac’har vraz a zo em c’halon ;
Tavit, telenourien, buhan,
Paket va mab, ne ouienn man !
Ra farder eul lestr d’in fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz ! —
Antronoz, eveuz he wele,
Ann aotrou Bran a c’houlenne :
— Gedour, gedour, d’in livirit,
Lestr-e-bed o tont na welit ?
— Aotrou, marc’hek, na welann-me
Nemed ar mor-braz hag ann ne.
Ann aotrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour, da greiz-teiz c’hoaz :
— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit ?
— Otrou marc’hek, na welann tra
Nemed mor-ezned o nija. —
Ann otrou Bran a c’houlennaz
Gand ar gedour da bardaez c’hoaz.
— Gedour, gedour, d’in livirit
Lestr e-bed o tont na welit ? —
Ar gedour-gaou, pa he glevaz,
C’hoarzin-droug out han a reaz :
— Eul lestr a welann-me pell-pell,
Hag hen foetet gand ann avel.
— Na pez’ arouez ? livirit krenn !
Daoust eo hi du, daoust eo hi gwenn ?
— Otrou marc’hek, ’vel ma welann,
Du eo, m’entoue ruz-glaou-tan ! —
Ar marc’hek keaz, pa ’n deuz klevet,
Na mui na ken n’euz lavaret ;
Distroi a reaz he zremm c’hlaz,
Ha gand ann derzien a grenaz.
Hag ann itron a c’houlenne
Gand ar geriz pa zouare.
— Petra nevez a zo ama
Pa glevann ar c’hleier tinsa ? —
Eunn den koz en deuz lavaret
D’ann itron pa’n deuz he c’hlevet :
— Eur ar marc’hek paket oa ama,
Mervel en deuz gret enn noz-ma. —
Oa ked he gomz peurlavaret,
Ann itron d’ann tour zo pignet.
Enn eur redeg, o wela ken,
Dispak-kaer gant-hi he bleo gwenn.
Ken a oa ’r geriz souezet,
Souezet braz oc’h he gwelet,
Gwelet eunn itron zivroad
Oc’h ober kanv hed ar stread.
Ken a lavare peb unan :
— Piou eo houman, hag a-be-bann ? —
Ann itron baour a lavare
Da borzer ann tour, pa errue :
— Digor, digor, primm ann nor d’in !
Ma map ! ma map ! ra he welinn ! —
Pa oa digoret ann nor vraz,
War gorf he map en em strinkaz ;
Hag he vriataat a reaz,
Ha bikenn goude na zavaz.
E meaz ar stourm e Kerloan,
Zo eunn derven a-uz al lan,
Eunn derven, e-leac’h m’argilaz
Ar Zaozon raog dremm Iouen-Vraz,
War ann derven, pa bar al loar,
Bep noz en em zastum adar [1],
Mor-adar du-baill ho fleuniou,
Eul lommig goad war ho fennou.
Gant-ho, eur vranez-goz louet,
Gant-hi eur vran iaouank kevret.
Skuiz ho daou ha gleb ho eskel :
O tont glaz-aleured, ouc’h pell.
Hag ann ezned a gan eur c’han,
Ker kaer, ma tav ar mor ledan.
Ar c’han-ze, ’m eur vouez hi he gan
Nemed ar vranez hag ar vran.
Hag ar Vran en deuz lavaret :
— Kanet, eznedigou, kanet.
Kanet, eznedigou ar vro ;
Pell euz a Vreiz n’oc’h ket maro.
- ↑ Ce mot adar, oiseaux, qui existe encore dans le gallois, a disparu du breton.