Nahoum
(Adkaset eus Nahum)
Nahoum (Nahum e latin hag e troidigezh Gwilh ar C'hoad, נַחוּם, "frealzidigezh" en hebraeg) a zo unan eus daouzek profed "bihan" an Tanac'h.
"Ne ouier netra diwar-benn Nahoum, nemet e oa eus Elkosh, ur gêr dianav ivez. Diouzh danvez e ziouganoù e c'heller tennañ e prezegas goude ma voe kouezhet No-Amon (661) etre daouarn Ashour-Bani-Pal, roue Ashour, ha marteze betek marv ar roue-mañ (612)."[1]
Daveoù
kemmañ- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 235