Morianeta
Ar morianeta, pe sklaveta a-wechoù, eo an ober a veze kaset en-dro gant tud Europa en Afrika, etre ar XVIvet kantved (dreist-holl) hag an XIXvet, pa glaskent afrikaned (lesanvet morian d'ar mare-se) da gas da werzhañ da Amerika. E Breizh e voe kemeret perzh er c'henwerzh-se ivez, dre porzh Naoned dreist-holl, met ivez en Oriant ha Sant-Maloù.
Trizek kantved en deus padet ar morianeta, gant milionoù a dud skrapet ha lakaet da sklaved. Meur a hini a zo bet, dre vras e vez komzet eus tri doare morianeta. Diaes-diaes eo d'an istorourien kaout sifroù sirius ha memes kavout resis padelezh wirion ar c'henwerzh-se.
Morienata ar Sav-heol, pe morienata arab-muzulman gant 17 milion a dud deportet a-hed 13 kantved. Morienata etre Afrikaned gant 14 milion a dud deportet. Ar Morienata Atlantel gant 12 milion a dud deportet (90 % anezho e-kerzh 110 vloaz dreist-holl en XVIIIvet kantved).
Marc'hadourien
kemmañJoseph Fouché, dispac'her ha ministr ar polis dindan renad Buonaparte, a oa perc'henn sklaved war-lerc'h e dad, en inizi.