Kensonenn staon a-gostez dre dostaat

LFE – niverenn 157
LFEunicode ʎ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA L
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn staon a-gostez dre dostaat mouezhiet treuzskrivet [ʎ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 157[1].

Atav e vez mouezhiet ar c'hensonennoù dre dostaat hep par divouezh ebet.

Skouerioù

kemmañ
Yezh Ger LFE Ster
Aymareg llaki [ʎaki] "trist"
Brezhoneg marilh [marˈi:ʎ] ——
Katalaneg lluna [ˈʎunǝ] "loar"
Kroateg odijeljen [ˈodijeːʎen] "disrannet"
Faeroeg fylgja [fɪʎʤa] "heuliañ"
Gouezeleg Skos till [tʃʰiːʎ] "distro"
Gresianeg λιακάδα [ʎaˈkaða] "sklêrijenn an heol"
Gwaskoneg hilh [hiʎ] "mab"
Hungareg (rannyezhel) király [ˈkiraːʎ] "roue"
Italianeg figlio [ˈfiʎːo] "mab"
Ketchwaeg allin [ˈaʎin] "mat"
Makedoneg љубов [ʎubov] "karantez"
Norvegeg (norzh) alle [ɑʎːe] "an holl"
Okitaneg miralhar [miraˈʎa] "prederiañ"
Portugaleg olho [ˈoʎu] "lagad"
Sisanoeg piyl [piʎ] "pesk"
Slovakeg roľa [ˈrɔʎa] "park"
Spagnoleg[2] millón [miˈʎon] "milion"

Notennoù

kemmañ
  1. (en) International Phonetic Association
  2. Europek unvan ha rannyezhoù Europa.

Pennadoù kar

kemmañ
  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.