Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur foar zo ur vodadeg vras a varc'hadourien en ul lec'h resis, ma vez gwerzhet traoù e-pad ur pennad-amzer strizh. Kantvedoù zo e reer foarioù en holl vroioù.
En Istor Europa e veze foarioù bras brudet, e lec'hioù zo, da zeiziadoù lakaet ; hag en-dro d'ar prenañ ha d'ar gwerzhañ a veze graet enno e oa a bep seurt traoù all da ziverrañ amzer an dud a zeue di. E Breizh e oa brudet foarioù ar c'hêrioù bras koulz ha re ar bourc'hioù bihan : Foar Vre, Foar an Nec'h e Montroulez, foarioù Gourin, Karaez, Plevin, Lambal... a oa pouezus evit al labourerien-douar.

Foar
Iskevrennad eusevent Kemmañ
Rann eusKenwerzh Kemmañ
Lec'hfair ground Kemmañ
Ur foar er Grennamzer e Flandrez (taolennet gant Gillis Mostaert, 1590)
Foar Vikael, e Brest (2003)
Foar labour-douar, e Danmark (2008)

Ar foarioù a c'hoarvez ur wech an amzer, un devezh pe meur a hini, met ur wech an amzer hepken, ur wech ar bloaz pe meur a wech en ur bloaz. Ne vezont ket graet ingal evel ar marc'hadoù, a vez bep sizhun peurliesañ.