Goudeg
yezh
Ur yezh tchadek eus is-skourr ar yezhoù biouek-madarek A.8 eo ar goudeg (g(o)ude, cheke, tchade, shede, mapodi, mapuda, mudaye, mocigin pe motchekin) komzet gant tro-dro da 96.000 den en holl en Adamawa hag e Borno e Nigeria (68.000 den e 1987) hag e Kameroun (28.000 den).
Komzet e vez bep a rannyezh disheñvel e Nigeria hag e Kameroun met tost a-walc'h eo an eil ouzh eben evit ma teufe a-benn an dud d'en em gompren memestra.